Ar stajidi bodet er porzh a-raok mont da zebriñ merenn - hañv 2007 !
Studi ha Dudi berr ha berr...
Krouet eo bet Studi ha Dudi e 1994 hag aozet e vez ganti e-lec'h m'emañ staliet e Plijidi :
obererezhioù evit broudañ implij ar brezhoneg gant ar vugale, ar grennarded hag an dud gour
stajoù brezhoneg evit tud deuet
kreizennoù vakañsoù e brezhoneg evit ar vugale
kendivizoù ha labourioù war doareoù kelenn an divyezhegezh
obererezhioù evit treuskas pe broudañ sevenadur Breizh
stajoù kan, sonerezh pe dañs,
beilhadegoù,
baleadennoù kanet pe sonet...
obererezhioù a den d'ar glad (natur, en-dro, arkeologiezh, istoar, yezh, bed sokial e Breizh)
diskouezhadegoù,
prezegennoù,
a bep seurt ,...
obererezhioù war ar sevenadur pe dudioù aozet a-gevret gant kevregigezhioù staliet tro-dro, gant tud ar vro pe gant an dilennidi hag ar c'humunioù en-dro da Blijidi
raktres diwar-benn ar "gwenodennoù evit mont da vale"