| |
| Dudioù, diskouezhadegoù, devezhioù "dorioù digor", kendiviz diwar-benn an divyzhegezh, beilhadegoù, nozhvezhioù "cinema", labour kaset war ar glad, raktres war ar gwenojennoù... Studi ha Dudi a gas kalz a raktresoù pe war-eeun, pe en ur genlabourat gant kevredigezhioù all, gant an dilennidi, pe c'hoazh gant tud 'zo. Amañ dindan e kavfet un tañva eus al labour-se... |
| |
- ar raktres war ar gwenojennoù |
| - kendiviz ha labourioù kaset war doareoù kelenn an divyezhegezh |
| |
| 1/ Raktres war ar gwenojennoù |
Abaoe 2007 eo krog Studi ha Dudi da labourat evit Emglev Kumunioù Boulvriag evit ur raktres war ar gwenojennoù : gwelaat ar gwenojennoù digoret dija, krouiñ liammoù ha troioù nevez etre ar gwenojennoù-se, lakaat war-wel pinvidigezhioù pep kumun (peulvennoù, stankoù da gannañ, feutennioù, fornioù evit poazhañ bara...), digeriñ gwenojennoù nevez, gwelaat an doareoù da hentchañ an dud...
Kaset e vez ar raktres-se asambles gant an dilennidi hag an 10 kumun bodet en Emglev Kumunioù : |
- Boulvriag
- Pont-Melvez
- Mousteru
- Koadoud
- St Rien
- Senven-Lehard
- Plijidi
- Kerber
- Magor
- Kerien
|
|
| |
Baleadenn sonet e Plijidi - Miz Gwengolo 2007 |
| |
| 2/ Kendiviz ha labourioù kaset war doareoù kelenn an divyezhegezh |
Pellgargit ar follenn enskrivañ |
Kendiviz "Yezh-Plijadur-Deskiñ"
D'al Lun 25 ha d'ar Meurzh 26 a viz Here 2010 vo aozet gant Studi ha Dudi evit krouiñ un eil kendiviz war an divyezhegezh evit ma vefe un darvoud e Breizh gouestlet d'an doareoù kelenn evit ar brezhoneg. 150 kelenner bennak a oa en em gavet e 2005 evit eskemm war danvez o vicher, war o doareoù kelenn... |
| |
Kaset e vo an aozañ gant Studi ha Dudi ha kenaozet ar c'hendiviz-se gant ur skipailh sturiañ :
-
Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg ( U.G.B.)
a stroll ar gelennerien a labour gant ar brezhoneg (pe a gelenn brezhoneg) e kement skol zo (Skolioù Diwan, klasoù divyezhek an Deskadurezh Stad, klasoù divyezhek an Deskadurezh Katolik)
- D.A.O. (Deskiñ d'an Oadourien) a vod an aozadurioù kelenn evit an oadourien
Posubl eo goulenn Aktoù ar C'hendiviz kentañ a zo bet embannet e 2008 gant Studi ha Dudi.
|
| |
 |
150 kelenner a oa en em gavet e Plijidi ha Boulvriag d'ar 24 ha d'ar 25 a viz Here 2005 evit 2 devezh eskemm ha stummadur. |
| |
|
| |
|
| |
Baleadenn sonet ha kanet - Koad Avaugour - Miz Here 2006 |
| |
|
| |
An 10 kumun-se a zo tost-tre ouzh koadoù bras Koad Meur hag Avaugour (Kuzul Meur Departamant Aodoù an Arvor a zo perc'henn warne) ha rinier an Trev a dremen e-kichen. Eno e kaver ur gwir binvidigezh a fed Glad ha Natur hag e talv a boan teurel ur sell oute. Amañ dindan e kavfet pajennoù evit reiñ c'hoant deoc'h da dont d'ober baleadennoù :
|
| |
| |
|
| |
|
| |
|
| |
|
| |
 |
| |
Prezegenn Josep Maria Artigal - Plijidi d'ar 24 a viz Here 2005 |
| |
|
| |
Programm ar C'hendiviz
d'ar 24 ha d'ar 25 a viz Here 2005 |
| |
|
| |
Programm Kendiviz 2005 dre ar munut |
| |
|
| |
5 prezegenn gant klaskourien ha kelennerien Skolioù Meur barrek war an doareoù kelenn evit an eil yezhoù :
- Lukian KERGOAT (Skol Veur Breizh Uhel Roazhon II)
- Josep Maria ARTIGAL (Barcelona - Bro Gatalunia)
- Itziar ELORZA (San Sebastian – Bro Euskadi)
- Jacques MONTREDON (Skol Veur Besançon)
- André CLEMENT (IUFM Mende – Lozère)
3 stal-labour
- Stal-labour « Kentañ Derez »
- Stal-labour « Eil Derez »
- Stal-labour « Kelenn d'an Oadourien »
Un daol-grenn gant dilennidi eus ar vro, eus an Departamant hag ar Rannvro, gant tud e-karg eus ar c'helenn evit ar brezhoneg hag ar sevenadur e-barzh an Deskadurezh Stad.
|
| |
|
| |
|
| |
|
| |
| |
|