| stajoù brezhoneg 2011-2012 |
Stages an hañv2012
breton, chant, musique et danses du 23 au 27 juillet
Pellgargit ar follen brudañ |
Ur staj dibenn-sizhun (d'ar Sadorn) bep miz (etre miz here ha miz ebrel).
2 staj 5 devezh (miz c'hwevrer ha miz gouere 2012) |
| |
| |
| |
| Pellgargit ar follenn brudañ |
| |
| Kasit deomp ur gemennadenn pe ho koulennoù |
|
| prizioù |
- skodenn da Studi ha Dudi : ........................... 7 €
- stajoù brezhoneg 1 devezh, staj priz leun : 35 €; priz gant un distaol : 30 €
- stajoù brezhoneg 5 devezh, priz leun 165 €; priz gant un distaol 140 €.
- Pred kreisteiz .................................................... 10 €
- Bod ha boued ......................................................9 €
|
(*) An dud a c'hall kaout un distaol :
tud dilabour, studierien, familhoù
Ar prizioù menneget a-us a zo evit an dud a bae o staj o unan kuit da sikour ebet. Kit un tamm bihan pelloc'h evit kaout titouroù war ar sikourioù a c'hallit kaout marteze.
|
| |
deiziadur :
Stajoù dibenn-sizhun war un devezh (disadorn) : |
- 15 a viz Here 2011, 19 a viz Du, 17 a viz Kerdu, 14 a viz Genver 2011, 4 a viz C'hwevrer, 10 a viz Meurzh, 21 a viz Ebrel, 12 a viz Mae.
- etre 9 eur hanter beure ha 5 eur hanter goude merenn
|
Stajoù war un sizhunvezh
ar staj-goañv : eus al lun 20 betek ar gwener 24 a viz c'hwevrer 2012
ar staj-hañv : eus al lun 23 betek ar gwener 27 a viz gouere 2012
etre 9 eur hanter beure ha 5 eur hanter goude merenn |
|
| bod |
| |
Daou di gant kambroù ez eus gant Kreizenn Studi ha Dudi e Plijidi (kambroù gant 3 pe 4 gwele daou estaj). Pep hini a renk degas gantañ (ganti) liñselioù hag ur sach kousket.
Posubl eo kaout logeiz ivez tro war-dro m'ho peus c'hoant : jitoù pe B&B war kumunioù ar c'hanton, pe e Gwengamp (15 km).
Evit goût hiroc'h :
- Bro an Douristelezh« Terres d'Armor »
Ar Forjoù - 22390 BOULVRIAG
Pgz : 02 96 43 44 43
pays-terresdarmor@wanadoo.fr
www.terres-darmor.com
- Ofis an Douristelez Boulvriag (digor e-pad an hañv)
Communauté de Communes- rue de Tournemine - 22390 BOULVRIAG
Pgz : 02 96 43 46 03
- Ofis an Douristelezh Bro Wengamp
Plasenn Champ au Roy - 22200 GWENGAMP
Pgz : 02 96 43 73 89
www.ot-guingamp.org
- Jitoù Bro C'hall : www.gitesdarmor.com
|
| |
| yalc'hadoù : mat da c'hoût… |
| |
Stummadur dibaouez
Gallout a ra Studi ha Dudi sevel stummadurioù evit an dud a c'hall kaout sikourioù pe yalc'hadoù a-drugarez d'ar stummadur dibaouez. An teuliadoù a renk neuze bezañ leuniet ha kaset a-raok ma grogfe ar stummadur.
KSDS
Kreizenn Stummañ an Danvez Skolaerien
Forzh peseurt kelenner pe danvez-kelenner eus ar C'hentañ pe d'an Eil Derez, evit ar skolioù publik, katolik pe Diwan, en deus lakaet e anv war ur staj brezhoneg kaset gant Studi ha Dudi war e amzer vak hag a bae ar staj-se e unan a c'hall kaout ur yalc'had gant KSDS (Kreizenn Stummañ an Danvez Skolaerien) evit ar frejoù stummañ.
Chekennoù Vakañsoù
Aotreet eo Studi ha Dudi abaoe 2008 evit degemer ar Chekennoù Vakañsoù evit paeañ ar stajoù.
Ma peus c'hoant da c'hoût hiroc'h war gement-tra zo a den d'ar baeamant, goulit digant Studi ha Dudi (02 96 13 10 69).
|
| |
| |
| liammoù evit stajoù all... |
Amañ dindan e kavfet liammoù evit mont e darempred gant kevredigezhioù all a aoz stajoù brezhoneg eveldomp :
- DAO "Deskiñ d'an Oadourien", a vod an holl aozadurioù kelenn evit an oadourien
- KEAV : staj hañv brezhoneg
- Kalon Plouha : staj hañv brezhoneg
|
| |
| |
|
 |
| |
C'hoant ho peus da zeskiñ brezhoneg
- evit komz gant ho familh, ho mignoned, ho amezeien,
- evit mont donoc'h war-zu ho kruioù,
- evit gallout komz gant ho pugale skoliataet e brezhoneg ha sikour anezhe gant o labour skol,
- evit labourat war ur raktres micher troet war-zu ar brezhoneg ha ar sevenadur,
- pe nemetken evit kaout plijadur ...
|
| |
Studi ha Dudi a glask respont d'ho ezhommoù en ur aozañ daou stumm stajoù brezhoneg
- ur roll a eizh staj daou devezh dasparzhet war 8 dibenn-sizhun etre miz Here ha miz Mae.
- daou staj war ur sizhunvezh (etre al lun hag ar gwener) : an hini kentañ e-pad ar vakañsoù goañv (e miz C'hwevrer) hag an eil e-pad an hañv (fin miz Gouere - penn kentañ miz Eost)
|
| |
An dud degemeret
Ar stajoù-se a degemer tud o kregiñ gant ar yezh (deraouidi rik pe falz deraouiidi) kenkoulz ha tud barrekoc'h c'hoant gante mont pelloc'h gant ar yezh komzet. Gant pep staj e vez savet 2 live d'an nebeutañ (betek 4 live a-wechoù) evit ma glotfe ar c'hentelioù gant ezhommoù ha liveoù an dud enskrivet.
Pal pennañ
Ar stajoù aozet gant « Studi ha Dudi » a sikour ar stajidi evit ma vefent gouest da gaout un implij aes eus ar brezhoneg komzet er vuhez pemdeziek, da lârout eo :
- bezañ gouest da gomz en un doare sklaer, aes ha flour,
- bezañ gouest da gompren dre vras pe dre ar munut kaozioù boutin pe teknik hervez an temoù implijet gant an dud,
- bezañ gouest d'ober gant ar brezhoneg er vuhez sokial pe el labour ha d'en em zibad hervez an degouezioù.
Doareoù kelenn
An doareoù kelenn implijet a lak ar stajidi e-barzh kreiz ar jeu hag a vroud anezhe da gomz ha da gaout un implij eus ar brezhoneg komzet. Program ar stajoù a zo diazezet war ar poelladennoù e kaver e-barzh an 3 levr embannet evit an hentenn OULPAN (1 - 2 - 3). An hentenn-se a zo bet krouet gant Nikolas DAVALAN diwar doareoù stummañ implijet abaoe pell evit deskiñ an Hebraeg hag adframmet abaoe evit yezhoù all evel ar C'hembraeg da skouer.
Diazezet war hini a vez o teskiñ ar yezh, an hentenn-se a lak ar gomz da bal pennañ ha bount war ar memes tro an deskard da vezañ buan-tre mestr war an deskiñ. Ar gelennerien a glok ivez ar poeladennoù tennet ouzh an hentenn-se gant poeladennoù all krouet gante pe dastumet gante e lec'h all.
Klask a ra ivez Studi ha Dudi da ginnig levrioù d'ar stajidi evit sikour anezhe da vont war-raok gant an deskiñ. |
| |
|
 |
| |
| > deomp da grec'h |
|