 |
| |
prizioù - stajoù 2011-2012 |
| |
Ar prizioù menneget a-us a zo evit an dud a bae o staj o unan kuit da sikour ebet. Kit un tamm bihan pelloc'h evit kaout titouroù war ar sikourioù a c'hallit kaout marteze.
Degemeret e vez ar chekennoù vakañsoù.
Ma fell deoc'h e c'hallit mirout ho predoù pe bezañ degemeret war al lec'h.
|
| |
|
| |
stajoù sonerezh ha kan |
| |
- skodenn da Studi ha Dudi : .............................. 7 €
- staj un devezh ................................................... 45€
- staj 2 devezh ..................................................... 90 €
- pred kreisteiz .................................................... 10 €
- Bod ha boued ..................................................... 9 €
|
| enskrivadurioù |
| |
Niver a blasoù termenet evit pep stal |
| |
Ne vez degemeret an enskrivadur nemet pa vez resevet ar follenn enskrivañ asambles gant ur rakpaeamant a 20 €. |
| |
Ur staj a c'hall bezañ nullet ma n'en em gav ket a-walc'h a dud evit ur staj-se. |
| |
|
| |
Pellgargit ar follenn enskrivañ
(Ma ne welez ket ar follenn war ho skramm, e vo ret deoc'h menegiñ e c'hallit degemer ar pop-upoù war ho poeladenn-ensklask).
|
| |
|
| a bep seurt |
| |
live |
| |
- Goulet e vez ul live diazez war ar binvioù evit ar c'hoarierien sonerezh.
- Hor stajoù ne degemer ket an dud a zo nevez krog gant ur benveg evit c'hoari sonerezh.
|
| |
dafar a bep seurt |
| |
degas peadra da enrollañ
(MD, dafar enrollañ...)
|
| |
eurioù |
| |
- etre 9 eur hanter ha 1 eur goude merenn
- etre 2 eur ha 5 eur hanter goude merenn
|
| |
bod |
| |
Daou di gant kambroù ez eus gant Kreizenn Studi ha Dudi e Plijidi (kambroù gant 3 pe 4 gwele daou estaj). Pep hini a renk degas gantañ (ganti) liñselioù hag ur sach kousket.
Posubl eo kaout logeiz ivez tro war-dro m'ho peus c'hoant : jitoù pe B&B war kumunioù ar c'hanton, pe e Gwengamp (15 km).
Evit goût hiroc'h :
- Bro an Douristelezh« Terres d'Armor »
Ar Forjoù - 22390 BOULVRIAG
Pgz : 02 96 43 44 43
pays-terresdarmor@wanadoo.fr
www.terres-darmor.com
- Ofis an Douristelez Boulvriag (digor e-pad an hañv)
12, Plasenn Kreiz-kêr - 22390 BOULVRIAG
Pgz : 02 96 43 46 03
- Ofis an Douristelezh Bro Wengamp
Plasenn Champ au Roy - 22200 GWENGAMP
Pgz : 02 96 43 73 89
www.ot-guingamp.org
- Jitoù Bro C'hall : www.gitesdarmor.com
|
| |
|
| yalc'hadoù : mat da c'hoût… |
| |
Stummadur dibaouez
Gallout a ra Studi ha Dudi sevel stummadurioù evit an dud a c'hall kaout sikourioù pe yalc'hadoù a-drugarez d'ar stummadur dibaouez. An teuliadoù a renk neuze bezañ leuniet ha kaset a-raok ma grogfe ar stummadur.
Chekennoù Vakañsoù
Aotreet eo Studi ha Dudi abaoe 2008 evit degemer ar Chekennoù Vakañsoù evit paeañ ar stajoù.
Ma peus c'hoant da c'hoût hiroc'h war gement-tra zo a den d'ar baeamant, goulit digant Studi ha Dudi (02 96 13 10 69). |
| |
|
| roll stajoù Studi ha Dudi |
| |
Aozet e vez bep bloaz gant Studi ha Dudi ur roll stajoù sonerezh, kan ha dañs. Ar stajoù savet ganeomp a glask broudañ sonerezh hengounel Breizh hag hor sevenadur. Un darn oute a ro plas ivez da binvioù all implijet an deiz a-herie en hor sevenadur pe da stummoù nevez.
An doareoù kelenn a zo diazezet war an doareoù kozh da zeskiñ ar c'han, an dañs pe ar sonerezh : deskiñ en ur selaou pe sellout, deskiñ an stummoù implijet gwechall, goût hiroc'h war istor hor sevenadur, hon dañsoù, hor c'han, hor sonerezh.
2 roll stajoù a vez savet ganeomp bep bloaz :
- ur roll stajoù war un devezh pe 2 e-pad 8 dibenn sizhun etre miz Here ha miz Mae
- ur staj hañv (fin miz Gouere - penn kentañ miz Eost) gant stalioù labour gouestlet d'ar c'han-ha-diskan, d'ar sonerezh pe d'an dañs
|
| |
|
| liammoù evit mont e darempred gant kevredigezhioù all.... |
Evit goût hiroc'h war al labour kaset gant kevredigezhioù all a genlabour ganeomp :
|