Page Accueil
page en français
stajoł brezhoneg
stajoł sonerezh, kan, dans
kreizennoł vakansoł
raktresoł all
Studi ha Dudi
Studi ha Dudi
6, hent Sant Per
22720 PLIJIDI
studi-ha-dudiatwanadoo.fr
   

Krouet eo bet Studi ha Dudi e 1994 (war an anv kentañ « Etre dec'h hag arc'hoazh ») gant ar palioù pennañ-mañ ::

  • reiñ buhez da Greizenn Plijidi gouestlet d'ar Brezhoneg, da Sevenadur Breizh ha d'ar Glad,
  • krouiñ hag aozañ eno obererezhioù ha dudioù a rafe ton d'ar Brezhoneg, da Sevenadur Breizh ha d'ar Glad (natur, en-dro, arkeologiezh, istoar, yezh, bed sokial) evit Breizh met dreist-holl evit Plijidi hag ar vro tro war-dro,
  • aozañ tabutoù, prezegennoù, emgavioù, diskouezhadegoù, stajoù pe oberezhioù a bep seurt war ar sevenadur e Kreizenn Plijidi pe tro-dro.

Abaoe eo bet krouet ar gevredigezh, ez eus bet dalc'het liammoù kreñv etre Studi ha Dudi ha Skolaj Diwan Bro Dreger (staliet ivez e Plijidi) evit ma c'hallfe an div gevredigezh kas war-raok e Kreizenn Plijidi raktresoù gouestlet d'ar brezhoneg ha da Sevenadur Breizh.